koude he vouez da eun den zo bet eur bœlek touer ha schismatik, Expilly, person Sant-Martin Montroulez, kannad pe depuleet en Assemblée.
Beleyen eskopti Landreger ha beleyen eskopti Leon, o velout stad truezuz eskopti Kemper, a skrivaz d’an aotrou Mintier ha d’an aotrou La Marche, evit ober al le da choum fidel dezo ha d’ar relijion. Cetu aman respount an aotrou La Marche d’al lizer skrivet dezan euz a Vontroulez evit he avertissa, euz a berz an Assemblée, ne oa mui eskop Leon.
« Jesus-Christ eo ar pen kenta euz an Iliz ; roet en deuz pastoret d’an dud fidel ; ar reman ne hellont kaout ar vuhez eternel nemet dre ma zint fidel d’ho fastoret. Evel-ze ma n’em separit dioc’h ho fastor, ne m’oc’h mui etouez an dud fidel ; dont a rit da veza er meaz euz an Iliz, er stad a zaonation ; rag er meaz euz an Iliz, na heller ket beza salvet.
» Kaer en do ho Assemblée ober lezennou, an Iliz na hell ket beza gouarnet gant tud ar bed.
» Doriou an ifern, savet a enep an Iliz na zeuent ket a ben anezi ; hor Salver he-unan en deuz el lavaret. Me a