chomo oc’h eskop, ken en do komzet hon Tad-Santel ar Pab ; ha c’hui a dlee senti ouzin, mar fell deoc’h beza salvet. »
Al lizer-ze, lennet gant tud Montroulez, a roaz kalz dezo da zonjal.
C’hoari fall ar Revolution a zigoraz er Finistère e parrez Sibiril. An aotrou Breton, ar Person, oe tamallet gant an aotrou Mær. Ar bœlek mad ha kalonek-ze, en doa lennet lizer an aotrou’n eskop er gador-brezek, hag e doa kuzuliet beleyen tro var dro da ober eveltan ; an dra-ze oa e miz here 25 here 1790. Eun den hanvet Tunk euz n’ouzon dare pe vro (rag an divroidi eo a rea ar muia drouk hag an droiou goassa en hor bro, evel ma reont atao). An Tunk-ta a felle dezan beza anavezet evel perc’henn an aod etre Plouescat ha Ploneour-Trez evit ober holen. Na deuaz ket an traou avad gantan. An Tunk a zonjaz oa ar veleyen o doa miret outan d’ober ar pez en doa bet c’hoant da ober ; ha pa gavaz an tu, ne zaleaz ket da goueza var ar veleyen n’ho doa marteze gret drouk ebet dezan.
Hag ez eaz kassoni en he galon, sonjou kriz en he ben. Mont a reaz d’en