An aotrou Inisan a lavar ez eaz an Tunk euz a Blougoulm da vorc’h Sibiril, o klask sponta an aotrou Breton. Heman na reaz van ebet. An Tunk hag he soudardet a laëraz arc’hant an iliz hag ar beorien. Aoun o doa rag ar barrosianiz ma kemerfent ar person bœlek ken dispont.
Pa oe guelet an Tunk hag he soudardet o klask beleyen, hag o laërez Ilizou, an dud vad a gasse keleier euz an eil bourk d’egile. Abalamour da-ze ne gafchont ket beleyen nag e Kleder nag e Ploueskat. Diez ho fen, ar republikanet a lekeaz embann dre bevar gorn ar bourk, e klasker eur bœlek evit eun den toc’hor ; ho foan oa kollet. O velet na helle ket dont a ben euz he daol, an Tunk a sonjaz neuze rei da zibri ha da eva d’he soudardet en hostaluri ; na oe espernet na kik, na bara, na boësson ; a leiz oa debret hag evet. Paemant avad a jomaz varlec’h. Brao c’hoaz oa bet d’an hostiz pa n’oa ket bet bruzunet kement a ioa en he dy. Sonet oe ar c’hloc’h evit eur vadiziant, klasket eur bœlek evit ober eun