Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 515 —
Trelez oe kemeret ar person an aotrou Kloarec. Ar soudardet a ieaz er presbital da zibri, da eva ha da laërez. En or aichui a glevzont eun trouz braz ; eur vanden a Bloueskadiz, a Guineveziz, hag a Treizlez eat kounar eno, o velet ho beleyen o vont gant soudardet ar Republik, a rede var ho lerc’h. Tunk a dec’haz dre an henchou a dreuz ; n’en doa ket kredet mont dre gear Lesneven ; hag ec’h en em gavaz e Folgoat e leac’h ma gavaz 200 soudard. Mær Lesneven hag ar re huella e karg a deuaz d’ar Folgoat da lavaret d’an Tunk lezel da zistrei ar veleyen prizoniet gantan. Diskouez a reaz dezo urz ar re Gastel-Pol da zestum beleyen ha d’ho c’has d’ar prizoun da gastel Brest ; var gement-ze Lesneveniz na hellaz ket ober ar vad o doa c’hoant.