Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/518

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 517 —




EISVET NOSVEZ VARNUGENT
————


An oabl, siouaz ! a zo tenval, an avel foll zo o voudal.
Ne veler e bolz an envou, nemet tan, luc’het, kurunou.
Itron Maria Rumengol, miret ar vro da vont da goll !

An eskibien en em gave e Paris evit an Assemblée, o velout kement a drubuil en Iliz Frans, a skrivaz d’hon Tad-Santel ar Pab hag a lakeaz var al lizer ar pez a oa c’hoarvezet abaoue ma oe bet galvet ar Stadou e Paris ; an aotrou’n arc’heskop Boisjelin a skrivaz al lizer-ze. Houman n’en doa ket bet amzer da zigouezout gant ar Pab, ma zeuaz al le da veza goulennet digant ar veleyen deputeet.

Adversourien ar roue hag ar relijion, evit dont kentoc’h a ben euz ho sonjou fall, o doa e Paris hag e peb ker, klubou. Eno en em zastume ar falla tud euz ar c’herriou. Eno ez eo bet preparet epad ar revolution, pe an dispac’h braz, an oll grimou, an oll dizurziou euz an amzer-ze. Ne vize digemeret er c’hlubou nemet an dud anavezet mad evit beza leun a gassoni a enep ar roue hag ar relijion. Ebarz ar c’hlubou-ze, e veze kelennet an