Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/52

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

gouent-ze a oa bez ar roue Gradlon-Veur oa sebeliet eno : ha guechall ar veleyen euz ar parreziou tosta, evel Sant-Nik, Argol, Telgruk, Dineol ha Krozon, a iee dy peb bloaz da bedi evit repos ene ar roue Gradlon. E parrez Kraon pe Krozon, e kichen Kerbeneon, e veler eur bern bili, bez Rivoalen. Heman oa mab da Gradlon-Veur hag en deuz gouarnet bro Krozon ha great lezennou dezi. Evel-ze kement hini a dremen dre Vreiz a hell guelout e pep lec’h testeni euz ar pez zo c’hoarveet enni.

Landevennek, ar sonj euz da amzer tremenet a zo trist evel ar mogeriou distrujet euz da abaty, e pelec’h ne gaver mui nemet drez ha spern var bez ar roue Gradlon-Meur ! An douar a vresser dindan an treid en da iliz a zo santel ! Nag a venec’h leun a zantelez o deuz bevet hag a zo douaret e Landevennek : sant Guenole, sant Guenaël, sant Riok, sant Deï, sant Konogan, sant Morbret, sant Ydunet, sant Gozian hag eun niver braz a re all. An aotrou Iann Langoueznou, maro santelamant er bloavez 1359 pe var dro.

Mogueriou an abaty a zo breman dizoloët ha kempennet dre sourci an Aotrou kondt de Chaluz.

An hini a sell a beb tu euz an abaty