Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/520

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 519 —

ebestel nevez a zeue ac’hane evit hada ar ravolt etouez ar bobl ; hag evit he zalla, en eur brometti dezan al liberte hag an egalite, da lavaret eo : e vije mœstr peb hini hiviziken da veva en he roll, ha na vije mui den huelloc’h evit ar re all.

Ar c’henta klub oa e Paris oa hini ar Vretonet, siouaz ! he hano oe nebeut goude klub ar Jakobinet, n’heller ket sonjal en enan hep spont !!

Ar c’hlubou o doa labouret kals evit kreski ar brezel a enep ar relijion ; pa c’houlennent kuzul euz an Assemblée Nationale e vije respountet dezo : N’euz forz petra a reot a enep ar veleyen a vo mad atao evidomp-ni.

Eur bœlek hanvet Maury, prezeger kaer, en em lakeaz da zifen eskibien Breiz ; var ar re man a goueze arraich an dud difeiz. An aotrou La Laurentie, eskop mad euz a Naonet, oa bet var var da veza lazet gant tud he eskopti, abalamour ma talc’he d’ar guir relijion. An aotrou Maury a lavaraz-ta en Assemblée e Paris : « Kaer ho pezo, ni heulio ar skuer kaer roet a nevez-zo d’an oll dud