Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/522

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 521 —

a Iliz euz ar rouantelez gant ar veleyen vad euz a eskopti Kemper ; ha m’ar fell deoc’hu gourdrouz ar veleyen euz ar maro evit kaout diganto eul le kontrol d’ho c’houstians, ni a ouezo mervel kentoc’h evit ober al le-ze. Koll fortun ha buhez ne vo netra evidomp pa ho c’holler evit derc’hel d’ar relijion. » Epad ma prezege an aotrou Maury, an dud fall a grie hag a skrive billejou evit lavaret d’ar re oa var ar ru hag ebarz prenestou ar sall, ober trouz evit na vije ket klevet prezegen kaer ar bœlek. An aotrou Maury a c’houlennaz digant an Assemblée ma na vije ket goulennet al le digant ar veleyen nemet goude vije bet klevet respount an Tad-Santel ar Pab.

D’ar bevare euz a viz genver 1791 oe galvet an dud a Iliz oa en Assemblée evit ober al le dirag an oll. Ne oa bet ankounec’het netra evit ober aoun d’ar veleyen vad ; tud fall a oe lakeet en dro d’ar zall, ha soken en diabarz, hag ar re-ze a ioue peb an amzer : D′ar maro, d’ar maro, nep na douo ket, nep na raio ket al le goulennet ! Koulskoude