Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/542

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 541 —

Ar pez a erru, siouaz, nemet re aliez c’hoaz.

Dalc’homp eta stard e peb amzer d’ar veleyen ha d’ar relijion ; hor bro a zo bet atao brudet mad evit-ze.




NAVED NOSVEZ VARNUGENT
————


Allaz ! er bed-ma zo kaon, ha daëlou, ha glac’har
Koz ha jaouank zoug ho c’hroaz var lein menez Kalvar !
Meur a Francizien evit ar Feiz a varvo,
Dre urz Robespierre ho c‘hoad holl a skuillo.

An oll draou em euz kountet deoc’h, ne oa nemet c’hoari e kichen ar pez a zigouezaz goude.

Eun offeren sacrilaich oe lavaret e Paris, var an dachen lavaret e gallek Champ-de-Mars. Nao c’hant den euz a Vreiz oa eet d’ar maniel gouel-ze.

Pa dremenjont dindan prenestou ar palez, ar roue a c’halvaz ho c’habiten evit lavarout dezan : « Laouen oun da velout aman tud euz a Vreiz, tud a galoun vad. » Ar roue ker ne ouie ket pe seurt Bretonet oa ar re-ze.

Terri a rejont en eur zont euz a Baris da Gemper, beziou ar re varo e Kem-

31