E Roazon, Ar C’hoz, euz a Blounevez-Porzay, e lec’h an aotrou’n eskop Jirak.
E Guenet, Masle e lec’h an aotrou Amelot.
An aotrou La Marche, eskop euz a Leon, a oa ker karet, ma choumaz e peoc’h e Kastel-Paol goude ma oa kasset kuit an eskibien all euz ho eskopti. Koulskoude an dud fall a glaske chasseal ive an aotrou-man, hag evit-ze oa goulennet tud euz a Vontroulez ; mæz re Vontroulez a refusaz mont a-enep ho eskop. Da oe mont da glask tud da Vrest evit kement-ze. Hogen re zivead e oant ; an aotrounet Kermenguy o doa allet savetei an eskop kouraichuz, hag hen en em dennaz e Bro-Saoz. Marvet eo en harlu ; he relegou zo bet digasset en dro e Kastel etouez ar re hen garie kement. Tremenet en deuz he nosvez diveza e Breiz e maner ar Gernevez.
Pa rankaz an aotrou’n Eskop Treguer kuitaat ker-ben he eskopty, kemerout a reaz gantan he vevel, den kalounek, an aotrou Taupin ; an aotrou Roquefeuille hag an aotrou Boisriou a roaz an dorn dezan d’en em savetei. Var dro unek heur, noz tenval meurbet, eskop diveza Landreger, an aotrou Le Mintier Sant-