verez, eme ar re all, guelloc’h eo deomp ober eun enterramand.
An arched oa lammet he c’holo divarnan, hag unan anezho a oe lakeat da azeza ebarz. C’houerc’h pe eiz a viskaz dillajou oferen ar veleien, ha ker buhan an arched a ieaz er meaz euz an iliz douget gant pevar all. Peger braz sakrilaich !! Ar prenestou, an doriou a zerret dre ma ho c’hlevet e tont. A ben eur pennad, e skuischont hag e lakejont an arched var an douar. Krial a rejont var an hini a oa ebarz ; kaër e oa krial, heman na zave ket ; unan a grogaz en he zourn evit her sikour da zevel… Mœz, siaouaz ! maro oa evit mad… Hag an arched kemeret en dro genta, evit ober eur fars, a deuaz, en eil gueich da veza eun arched a zevri, rag antronoz ar republikan a oe sebeliet en arched-ze.
Araok kuitaat he eskopty, an aotrou Kourtois de Pressigny a fellaz dezan lavaret eur veich c’hoaz an offeren santel en he vro karet. Kuzet oe e ty an aotrou Robert Lamennais. Piou a servicho an oferen ? — Me, a respontaz Ian-Vari, bugel nao bloaz, — Gouzout a ret-ta servicha an offeren, va faotrik ? a c’houlennaz an eskop mad. — Ia, aotrou’n