eskop. — Ha gout a ret mad ive ho katekiz ? — Ia, aotrou’n eskop : pen-da-ben ! — Silaou mad, Ian vihan, eme an aotrou’n eskop, kuitaat a ran ar vro, ha na vouezan mar gellin dont en dro. Ped mad an aotrou Doue, hag e rin did, varc’hoaz vintin, araok ma offeren, ar gonfirmation, rag te t’o ezom braz euz sikour ar Speret-Santel epad amzeriou ken trist. Hag evit guir, antronoz vintin ar paotr bihan Jean-Marie de Lamennais a recevaz sakramant ar binijen, sakramant an aoter hag ar gonfirmation. En amzer-ze e oa ret hasta-fo. Goude an offeren, an eskop a reaz e pourchass evit mont en harlu ; klasket e oe Ian-Vari bihan, dont a reaz, euz vaz gantan var he skoaz — e beg ar vaz eur pakadik dillad. — E pelec’h mout e vond evel-ze, a c’houlennaz he vam ? — Mont a ran gant an aotrou’n eskop, mont a ra etouez ar brotestanted, na gavo den da zervicha dezan he offeren, he servicha e rin dezan. An aotrou’n eskop, he zaoulagad leun a zaëlou, a respontaz d’ar bugel mad-ze : — Trugarekaat a ran ac’hanout, koulskoude, red eo did chom gant da dud. Ar bugel a zirollaz da vouela : — Aotrou’n escop, emezan,
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/552
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 551 —