me vo da genta ho kurist bihan ha oude c’hui graio ac’hanoun hor avieler. An eskop er briataz ; chom e Frans, red eo did deski al latin, ha ma teuan biken en dro, en toui a ran did me raio ac’hanoud bœlek. Doue a bermettaz ma nem gavsont assamblez eur veich c’hoaz en iliz ar missionou e Paris ha Jan-Vari oe gret abostoler gant an eskop a zalc’haz mad d’he c’her. Ian-Vari de Lamennais a renaz eur vuhez santel meurbet. Anavezet e doa he eskop dre he vouez. E Lokornan-Leon, re Vrest, ar re voassa er Finistère a gassaz soudardet da lakaat da berson touer Jeandrot, bet priol ar venec’h e Sant-Vaze. An aotrou Poullaouek, ar bœlek mad, fidel da Zoue, e oe paouez aichui he offeren ; goapeet e oe en or zont euz an iliz gant ar soudardet, ha kalz tud euz a Vrest deuet da velet ar pez a erruje. An aotrou Poullaouek a zalc’haz koulskoude da rei ar sakramanchou ken en he barrez, ken er barreziou tro var dro. Mœz o veza klevet e teuche soudardet d’he brizounia, mont a reaz dre noz, d’en em guzet e ty person Larret. Ar soudardet nec’het da veza manket var ho zaol, a gassont ganto da gastel Brest
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/554
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 553 —