Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/558

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 557 —

Santez-Anna Venet, eun den divar ar meaz, gant he vleo hir hag he c’hiz vrezonek, a lavaraz fraez dirag an oll : « Na c’houlennan ket pea muioc’h a zroajou, na kaout euz feiz nevez, na kaout beleyen touerien ; va ene zo d’ar Pab da c’houarn ha va c’horf d’ar roue. » Ar bœlek touer a renkaz kuitaat ar barrez-ze.

Pa oa goulennet ar sermant pe al le schismatik diouz person Plougerne, neuze an aotrou Poulpiquet, bet, goude ar revolution, eskop a Gemper, dont a reaz d’an ty-kear gant he veleyen hag a lavaraz : goude beza pedet an Aotrou Doue ha gret mad hon sonch, ne ket possubl deomp e koustians ober al le. Ni zo prest, a lavaraz an aotrou Poulpiquet, da sakrifia pep tra evit chom fidel da Zoue. Prest oump da zilezel deoc’h-tu hor madou, hon danvez, hon tretamant memez, mœz na zilezimp morse hor relijion. N’hellomp ket senti d’ho lezennou nevez ; ar gristenien, en amzer genta euz an iliz, a zo bet aliez ive oblijet da refus senti euz lezennou an impalaerien payen.

Neuze a roaz d’ar mær, Iann Abjean, he resolution dre skrid sinet gantan hag an aotrounet Bothorel, Roudaut, Balkon ha Bleuven, kureed, ha gant an aotrou-