Maria ! o Maria ! hag a zo kanet brema e va abaty Landevennek hag er c’houenchou stag outy. »
Divar ben ar roue Gradlon em euz klevet c’hoaz e oa eun devez e koat Nevet gant kals a noblanç. En em gavout a reaz var dro kreizde el lec’h ma joume sant Kaorintin. Ar sant n’en doa da ginnik d’ar roue nemet dour hag eur pesk bihan : troc’hi a reaz dezan al lost, hag hen roaz da keginour ar roue evintan hag he duchentilet. Ar c’heginour oa goal souezet o velout ken neubeut evit kement a dud. Senti a reaz koulskoude euz sant Kaorintin hag a lakeaz lost ar peskik da boaza. O tra burzuduz ! Lost ar pesk a zeuaz braz avoalc’h evit terri ho naon dezo oll. Eul Leoniard diskredig pe inkredul, a fellaz dezan guelout ar pesk burzuduz-ze a veve e feunteun sant Kaorintin, hag a oa choumet beo en despet ma oa troc’het he lost dezan, ha troc’hi a reaz he unan eun tam euz ar pesk. Evit punissa an den kurius, ar pesk a zisparissaz, hag abaoue n’er gueler mui o redek ebarz ar feunteun. Evel-ze a ree an Aotrou Doue burzudou evit ma vije kresket ar feiz en hor bro. Ra vezo meulet da viken.