net Appamon ha Goff, beleyen e Plougerne.
Ar c’henta gueich ma zeuaz ar bœlek touer pe sermantet e Plougerne, a renkaz kuitaat ar barrez ker buhan. Neuze district Lesneven a ordrenaz d’ar barrossianiz choaz eur person. Hen ober a rejont e chapel Intron-Varia-an-Traon ; oll nemet unan e roont ho moueziou d’an aotrou Poulpiket.
Ar re genta euz a Blougerne oa neuze lakeet er prizoun, hag an aotrou Poulpiket a renkaz en em denna e Bro-Saoz.
Paotret distrikt Lesneven a zeuaz da zigass Ar Gall da berson da barrez Plougerne. Ne zeuaz den d’he offeren. N’em den a reaz kuit, hag eun neubeut goude a zeuaz en dro gant c’huerc’h kant soudard ha pevar ganol. Rag ar bersonet nevez-ze a glaske lakaat an dud da zont d’ho offeren dre nerz, a veichou e kassent tud armet d’ho c’herc’hat en ho zyes.
Ar Gall oa bet e leveront eun heur hed-a-hed er segreteri, he zillad offerenna var he gein, o c’hedal tud da zont d’he offeren. Den na deuaz er meaz euz he dy ; ne oue ket soken kavet eur bugel da respount an offeren. Kaër oa sini ar c’hloc’h da c’hervel an dud, den na zeuaz