Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/572

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 571 —

ar gevridi fall-ze. Leanezet vad Plerin o doa klevet ar vrud-ze, glac’haret ha nec’het braz e oant. Koulskoude chom a reent en ho gouent da c’hortoz.

Ar re oa neuze er gouent o deuz kontet ar pez oa choarvezet ganto. Eun abardaëz, var dro an noz, klevet oe son ar c’hloc’h hijet goal krenv ; digoret oe ar prenestr bihan zo kreiz dor ar c’houenchou : Benedicamus Domino, eme ar sœurez. Ne oa ket respontet dezi : Deo gratias, mœs eun den a lavaraz a vouez izel da sœur Elisabeth : neubeut a gaoz, ha bezit var evez ! hag ez eaz kuit buhan. Teir gueich deoc’h-tu a erruaz kement-ze. Martreze aberz eun den hag e ouie sonjou ar republikanet-all falloc’h evintan. Dont a reaz d′ar sœurezet ar mare da heulia ar c’huzul mad-ze. An iliz parrez oa sarret pell a oa, merc’het ar Speret-Santel o doa c’hoaz an eur-vad da gaout en ho chapell an hostiou sakr hag aveichou o doant an offeren, ar veleyen oant neuze ker goalgasset, ma na hellent mui offerennat nemet dre guz ; adori a reent sioul en ho santual-vihan Doue er Sakramant ra vezo meulet.