Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/576

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 575 —

Ha moyen a vo da zerc’hel c’hoaz er gouent sakramant an aoter ? Goulennet oa kuzul euz eur bœlek kuzet tro-var-dro. Evel ma ree gueich-all ar gristenien nevez, emezan, ar Superiorez hag he leanezet a dlee komunia gant an oll hostiou-sakr. Al leanezet neuze, souezet ha leun a zoujans evit ar Sakramant, a zigemeraz an oll hostiou konsakret. Ho c’halon oe an Tabernakl hag al lec’h a repos evit an Doue-ze kasset kuit euz he ilizou gant an dud a lavare c’hoaz dezan evel gueich-all tud Bethleem : neuz ket a lec’h evidoc’h aman. Non erat locus !!!…

E Kastel-Paol, ar Sœurezet guen oa prizouniet ive ; hag eun neubeut goude-ze oa goulennet ar superiorez Christina Potier evit kemer sourci euz an dud klan. Hi a respontaz na zeuje morse e meaz euz ar prizoun nemet rentet e vije dezi he Sœurezet, he gouent, hag al liberte. Ret oe ober evel ma c’houlenne, rag na ouie ket ar citoianet petra d’ober euz ho zud klan.

E Kemper, sœur Marie-Claude ha sœur Eulalie o deuz rentet kals servi-