Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/578

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 577 —

chou mad d’an dud prizouniet er ger-ze. Guisket evel merc’het Kemper e teuent, heb beza anaveret evit leanezet, beteg ar re oa kondaonet d’ar maro evit ho c’honsoli ; hag o deuz lakeet an dud kez-ze da gaout ar bonheur da receo ar sakramanchou. Digass a reent d’ann oll brizounerien ar vagadurez hag an dillat o doa klasket evito. Ho memor zo binniget c’hoaz er ger-ze,

Er miz even, an eil bloavez euz ar revolution, ar roue, o velout ne oa mui mæstr var netra, goude beza guelet laza he c’hoardou, insulti ar rouanez, a glaskaz kuitaat ar rouantelez evit mont beteg he vreudeur o doa eun arme en tu all d’ar vro. Dre valheur, ar roue oe anavezet er ger hanvet Montmedy, ha dalc’het strissoch er prizoun e Paris.

Eur merzer a felle da Zoue kaout ; ne oa ket aichuet ar muntrou euz an amzer-se ; ret oa d’ar guella roue zo bet morse, skuilla he voad var ar chaffaut. Ar bersekution a zeuaz rustoc’h eget biskoaz ; ha lakeet vije er prizoun an duchentil hag ar veleyen.

33