Er Morbihan, e kastel Pre-Klos, oa paket an aotrou La Ruee gant he dri vab, pemp mevel ha pemp paysant, ha kasset oant d’ar prizoun gant an aotrounet Daleyrak, Katelan, Lokmaria, an aotrou Kersaozon, bœlek, ha kals re all. An aotrou Sant-Luk, breur da eskop Kemper, oe prizouniet en he gastel euz ar Bot, e Kerne, gant he c’hreg, he verc’h leanez hag eur bœlek. An introun Sant-Luk a lavaraz neuze d’he bugale : Rentit graçou da Zoue, o pebez bonheur, pebez joa da soufr evit Jesus-Christ !
An aotrou Tredern hag he famill oe kasset, euz he vaner Koetigrac’h e kichen Kastellin, d’ar prizoun e Kemper, frealzet oe en he boaniou gant he verc’h Hyacintha, plac’h iaouank a c’huezek vloaz ; houman a reaz an hent var droad da heul ar c’har a zouge he zad hag he mam d’ar prizoun, en eur gouraichi anezo dre he levenez hag he resination admirabl da volontez Doue. Tud iaouank euz an amzer-man, ra viro Doue e velfac’h ho tud ive chasseet euz ho zyez ha lakeet er prizoun ! Mæz ma errufe an