dra-ze, plijet gantan rei deoc’hu ar c’hraç da imita an dud iaouank euz amzer ar revolution o deuz bet ho zud persekutet.
Roet oe urz d’ar relijiuset ha d’al leanezet da zont e meaz euz ho c’houenchou ; d’ar 15 a viz genver 1793 oa lakeet ar Sœurezet guen er meaz euz ho zy principal e Plerin en despet dezo hag en despet da gonseil an ty ker. Madou an Iliz oa guerzet, hag an arc’hant dispignet gant ar muntrerien a c’houarne neuze ar Frans. Unek ha tri ugent bœlek oa lakeet er prizoun e tour Brest. Ar roue Louis XVI a reaz kement dre he bedennou (rag na helle mui kommandi) ma oa dilivret evit eun neubeut amzer ar veleyen dalc’het e kastel Brest. An aotrou La Marche, ho eskop, en doa proposet en em renta prizouner en ho flaç. E Braspartz, e Plouguen hag e Ploumoger oe kasset kuit ar veleyen touer evit kaout ar re vad. Kasset oe soudardet er parreziou-ze, mœz ne oant ket guelloc’h evit-ze.
D’ar 16 guengolo 1792, Bernard