iaouank euz a Vrest a zeuaz gant eur vanden soudardet e Ploudalmezeau. Ar zul a oa ; tud a villierou oa en iliz hag er vered var dro. Bernard a dreuz ar baysantet, antreal a ra en diabarz an iliz, hag en despet d’an aotrou mer Barbier gant he gouriz a dri-liou, e sklap er meaz euz an iliz daou euz an dri vœlek oa dioc’h an aoter. An drede a hellaz tec’hout. Evel-ze ar republikanet na zentent ket euz al lezennou o doa gret ho unan a nevez, ha gouriz dri-liou ar mær Barbier na hellaz ket mirout ouz an daou vœlek da veza taolet er meaz euz an iliz ha prizoniet. E Frans, ar republikanet n’ho deuz respetet morse na lezennou an dud, na lezen Doue. Lavaret a reent a gren ha gant divester ne oa ket ret mont eün gant al lezennou e kenver ar veleyen. Ar c’homzou euzuz-ze ne oant ket prœpoziou tud iaouank ha diben, mœz lavariou ar re a rene ar Republik : ho zud vrassa. Cetu ar pez a skrive divarben an dra-ze, district Brest, an 8 ebreul 1792 : « Gouzout a reomp mad pegen fall eo tenna ho liberte
Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/584
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 583 —