boulina evel ma vije an tan e ker. Epad ma rede an dud d’an tan, an den iaouank a hellaz kuitaat ker hag en em savetei.
Al leanezet o doa prometet da Zoue beva ha mervel pell euz ar bed, evel-ze na sortient ket euz ho c’houenchou ; kasset oe tud fall d’ho chasseal da genta ouz a Landerne ha goude euz a Lesneven, en despet d’an dud euz ar c’herriou-ze. Leanezet Keraez o doa disklæriet n’ho dije ket kuitet ty ho fried Jesus-Christ, hor Salver adorabl. Tud euz a Gemper a zeuaz gant kirri evit ho c’hass d’ar prizoun. Koulskoude, abalamour d’an niver braz a beorien maget gant alusennou al leanezet, o doa aoun na vijent deuet da zifen ho madoberourezet. Re Gemper a zeuaz d’ar gouent d’ar mare ma vije lavaret an offeren genta, da lavaret eo da c’houlou-deiz. Eur c’hoar lik oa neuze e kichen an or o rei souben d’ar beorien evel ma oa ar giz bemdez. Ar soudardet a c’houlennaz kaozeal gant ar superiorez ; houman, o veza deuet da gael ar