Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/600

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 599 —

zo dilœzet gant Doue ; hag an dud-man o deuz bet ar malheur da seblantout aproui ar pez o doa horrol kouskoude da ober. Roët o deuz ho mouez d’an tu fall ; tud aounik ha digaloun maz int bet.

Evel-ze Per Koustard, depute Naonet, a skrive en devez terrupl-ze euz an deg a viz eost, da zeg heur euz ar mintin. Nag eun devez trist, ma Doue, evit hor bro maleüruz ! 200,000 den armet o c’houlen teuler ar roue en traon ; ruill a ra ar goad ; pennou tud troc’het gant tud kriz zo douget er ruiou e beg ar peuliou. Ar roue hag ar brincet zo deuet da c’houlen skoazel diganeomp…, ar c’hanoliou, an tennou fuzil zo klevet heb hean… sklazi a ra va c’halon e va c’hreiz, o velout hag o klevout kement a draou euzuz !

Cetu ar pez a zonje ar re o deuz goudeze dre aoun roët ho moueziou evit lakaat ar roue mad Louis XVI d’ar maro. An dud-ze a zo galvet e gallek Régicides (muntrerien ar roue) ; mad a vije bet chench ho hano dezo oll, abalamour d’ho bugale. Neubeutoc’h a dud fall vije breman e Frans, ma na vije dalc’het hanoiou