Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/604

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 603 —

E Krozon, ar veleyen vad, an aotrounet Ragenez ha Sizun, no doa ket ezom d’en em guza piz ; guisket e martolodet e hellent mont e peb lec’h er barrez ; hag ive an aotrou Balkon hag an aotrou Meilars. Pa vije guelet an touer Savina oc’h ober eur rumm procession : « Sell, eme an aotrou Ragenez, oc’h he voapaat dirag an oll var blacen Krozon, sell ar person gant he varreten a dreuz var he ben. » Unan euz ar veleyen oa gant an aotrou Savina, hanvet Sevaer, oa taolet er vouillen gant merc’het borc’h Krozon, a rede var he lerc’h gant ho balaennou.

Ar baysantet ouspen-ze, na felle ket dezo pea an droajou ; kasset oe neuze e Krozon kant soudard hag hanter-kant gant Sevellek ha Guiliers. Ne oant ket evit dont a ben na da ober pea droajou, na da baka bœlek ebed ; ha koulskoude oa neuze uneg bœlek bennag kuzet er barrez-ze.

E parrez Krozon oa araok ar Revolution seiz bœlek varnugent ; ha ret eo lavaret en ho enor, n’euz ket e Breiz (e lec’h ma oa parreziou ker fidel d’ar relijion) unan hag e defe roet muioc’h a desteni euz he feiz krenv eget parrez Krozon, en amzer-ze. Ar barrez-ze voa dign