Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/606

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 605 —

da veza mam-bro hon eskop santel an aotrou Graveran.

Savina, ar person touer euz a Grozon, ne oa ket eur goal den ; na glaske ket lakaat dibenna ar veleyen vad. Bro Krozon zo eur vro dizolo, ha diœz eo d’an dud en em guza eno, dre ma vank ar guez ; mœz an aotrou Savina a ree evel ma nen dije ket anavezet ar veleyen pa oant digasset dirazan. An dra-ze a erruaz a dra sur evit an aotrou Meilars. An aotrou Savina, person ha mær, a reaz d’ar soudardet ho lezel da vont kuit egiz ma n’en dije ket hen anavezet.




TREGONVET NOSVEZ
————


Paris ar ger brudet deuet da veza muntrer
Euz eur Roue karet, Louis C’huezek ar Merzer,
Guelloc’h oa dezi kaout Robespierre da Roue !

Er parreziou tost da Roazon, ar veleyen sermantet oa kasset kuit evel kasi en oll Vreiz. E Fouesnant, e kichen Kemper, na felle da zen pea ar guiriou. Abgrall oe kasset dy euz a Gemper evit ober dezo senti ; paotret Fouesnant a skoaz gantan ; an aotrounet Parker ha Longchamps a reaz ho fossubl evit he

34*