Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/608

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 607 —

zifen. Ar bobl en em daolaz var dy Parker evit he zistruja. Nedelek euz ar Forest, gret barner, pe juge de paix, gant paotret Fouesnant, oa bet lammet he garg digantan gant ar vourc’hisien euz a Gemper, a zastumas tri c’hant den euz a barreziou Pleuven, Perget ha Fouesnant, hag a zeuaz ganto beteg Benodet evit diskar guezen al liberte, ha kas kuit an dud fall euz a Gemper. Eun niver mad euz ar re hanvet garde nationale, ha ganto pemzek jendarm, a zeuaz da Fouesnant evit kombati Nedelek hag he baotret. En em gaout a rejont e kichen borc’h Fouesnant. D’an tennou kenta, laosket gant ar baotret Fouesnant, oe lazet Lozac’h hag eun neubeut all euz a Gemper ; ar c’hanol a zeuaz a ben euz paotret Nedelek. Heman oe paket gant kals a re all ha taolet assamblez var girri evit mont da Gemper, e pelec’h a zone ar musik gant ar joa ; koulskoude e ouient e oa Nedelek kasset d’ar maro.

En amzer-ze, e oe lakeet ar roue er prizoun hanvet an Templ. Tud euz ar vro-man oa neuze e Paris ; pemp anezo oa dibabet evit mirout eno ar roue, he c’hoar, ar rouanez hag ho bugale ! Na hellit ket, va zud vad, kompren an anken