Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/618

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 617 —

en em gonsakret d’ar galon santel-ze ; kassoni ar re fall a greske hervez karantez an dud vad e kenver kalon Jezus.

Keit a oe roue Louis XVI, ar vadelez hag an oll vertuziou a lugernie var an tron. Morse roue ebet na garaz he bobl eveltan. Diskuez a reaz en doa eur guir santelez dre an doare ma c’houzanvaz he voaleuriou e prizoun an Templ, hag en heur he varo kriz. Biken na reüzaz d’ar bobl ar pez a c’houlenne, mar oa hervez ar reiz. Biken na hellaz kontanti an dud fall.

Kouskoude arabad eo deoc’h kridi en doa sonj ar bobl da ober an oll drouk euzuz en deuz gret ; hag a spont ar re ho len. Mœz eur veich dichadennet ioulou fall an den, a renker senti outo ; ha deuet eo evel-ze ar bobl a Frans da lezel laza ar roue, diskar an ilizou ; hag amzer ar spont da ren : La Terreur. An den evit beza eun den mad a renk bale atao ha mont araok varzu ar vadelez, mar teu var he giz, e teu da zizken en eun doare n’en dije biken sonjet. Ar c’hlub breton a zeuaz klub mignonet ar Gonstitution,