Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/620

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 619 —

goude klub ar Jakobinet, da lavaret eo ar vuntrerien goassa, Ar Francs-maçonnet, er c’hontrol, a oa fall en ho sonjou hag en ho oberou. Ho labour oa merket mad dezo : Distruj ar relijion dre peb seurt moyen ; ha lezet ho deuz var ho lec’h tud gant ar memez sonj.

Goude maro ar roue mad-man, e oe galvet evit ar brezel ar baotret adalek pevarzek vloaz beteg daou-ugent ; ne oa ket pell c’hoaz e oa bet savet tud evit divoal an aochou. Neuze ar baotret euz a Vreiz, elec’h mont d’ar brezel pell deuz ho bro, deuz ho farrez ha deuz ho iliz, en em daolaz er c’hoajou da ober brezel d’ar Republik.

Cetu aman, paotret iaouank, eur ganaouen, gret gant Guillou ar Vern, euz a Gleveret, e parrez Gourin, hag a ziskuezo deoc’h lod euz hor miser en amzer-ze.