Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/630

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 629 —

Ar jeneral Kanklaux en doa ordrenet d’he soudardet skei gant ar mær ken he oa dija lazet ; gourc’hemen a reaz ive dezo en em deuler var ar baysantet, a benn-herr, ho baionnettez e beg ho fuzil, beza didruez ouz an oll ha diskar d’an douar muia ma helchent koz ha iaouank, goazet ha merc’het. Lod euz ar Vretonez a dec’haz dre hent Plouenan, lod all dre hent Roskoff ha Santec ; an darn-vuia a dec’haz dre an hent braz a iea euz a Gastel da Verven. Kanklaux a zeuaz var ho lerc’h. Neuze an aotrou Kerbalanek euz a Blouvorn en em lakeaz e pen ar baysantet Gourc’hemen a reaz d’ar re n’ho doa ket a fuziliou mont buhan araog ; ha lakaat a reaz ar re oa armet d’en em guzet a dreon ar c’hleuniou, da denna var ar soudardet pa en em gavent azindan tenn.

Kasset oa kelou d’an oll barreziou a dro-var-dro d’ar goazed iaouank dont d’ar vorc’h Plougoulm d’en em glevout evit ar gombat. Paul Inisan euz a Lanzeon a ioa e penn Ploueskadiz, Guineveziz, Lanhouarniz, etc. Per Prigent a Vitevede a oa e pen tud he barrez. An aotrou Kerbalanek oa mœstr var ann oll, outan a renke an oll senti. Ne deaz