Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/632

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 631 —

e guele ebet epad an noz, kemeret en doa eul loan hag edo var vale beteg an deiz. Guelet on deuz dija e oa an aotrou Parcevaux er prizoun abaoue 1791. Penefe e vije bet eno ive. An aotrou Kerbalanek a lakeaz tud a vanden, a dreon ar c’hleuniou, hag a lavaraz dezo dont en dro davedan goude tenna var ar re c’hlaz. An emgann a gomansaz evit mad e Pont Kergidu, diou leo euz Kastel-Paol. Ar Republikanet oe var ar poent da veza trec’het, maz allaz ! dont a reaz sikour dezo euz a Lesneven ha neuze meur a baotr-ter a gouezaz er fouss. Kanklaux en doa roët c’hoaz urz d’he zoudardet da zont var ar Vretoned, ho baionnettez e beg ho fuziliou. Skoit, a dreuz ar baionnettez, eme an aotrou Kerbalanek : « Evit ho Toue, ho Roue hag ho Pro ; kaloun eta paotred Breiz ha dao dezo. » Plougoulm, Kleder ha Sibiril oa kondaonet evit an dra-ze da baea muioc’h a zroajou ; hag abalamour d’ar baotret iaouank-ze c’hoaz, Plougerne, Plouneventer, Ploudaniel, Guisseny ha Kerlouan a beaz 20,000 liour etrezo.

Epad emgann Kergidu ar merc’het a reaz eur vad vraz d’ar Vretoned ; mont a reant e kreiz an tennou da gemer ho zud