Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/634

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 633 —

gouliet, d’ho digas ganto a gostez evit ho damanti. Beleyen oa ive etouez ar Vretoned hag a rentaz dezo ar guella servichou mad. O pegement a vad a ra da galon eur c’hristen kaout eur bœlek da bardoni dezan he bec’hejou. Guelet ar veleyen en ho zouez a rea kaloun d’ar Vretoned da gombati startoc’h. N’oun ket evit mirout da gonta deoc’h c’hoaz ar pez a gont ker brao an aotrou Inisan. Goude emgann Kergidu diou blac’h iaouank euz a Arvor-Gleder a iea da louzaoui daou zen iaouank a Bloneour-Drez kouezet er gombat ; pemp pe c’houerc’h soudard a gouezaz varnho, araok ma o doa gellet mont beteg eun ty, c’hoant ganto da beuraichu laza an dud iaouank-ze. An diou blac’h iaouank a lakejont an daou c’hlazet var an douar ; hag unan gant eur forc’h, eben gant eur peul, en em lakejont d’en em ganna a vad a enep ar soudardet ; hag er reont ker mad ma hellaz daou-ugent bennag euz ar baysantet dont da lakaat ar soudardet kriz-ze da dec’hout.

An aotrou Breton, person Sibiril ha Kerangueven euz merouri Kerouzere, o veza bet var var da veza lazet gant ar soudardet, en em gusaz a dreon ar