nou evit mirout euz tud eur vro da heuil ho relijion, a zo eur gouarnamant kondaonet. Mar fell d’ar Republik chom e Frans, a rank dont Republik katolik. Gensonne ha Gallois, daou komisser fall deuet evit lakaat ar Vendee hag ar Vreiz da senti euz al lezennou nevez, a skrive da Baris e kavent o dije ar baysantet sentet kentoc’h, ma na vije ket bet heskinet ar veleyen vad.
Paysantet ar Morbihan a gerzaz var ar Roc’h, Rochefort, Redon, er c’herriou tro-var-dro beteg Pontivy ; eno e kemerjont eur pez kanol d’ar 15 a veurz 1793. Aben tri pe pevar devez ar baysantet en em savaz en eun taol a enep al lezennou nevez, er pemp departamant euz ar Vreiz. Ne ket an noblans a lakeaz an dud divar ar meaz da ober ar brezel, ar baysantet eo a ieaz da glask an noblansou en ho maneriou evit ho hencha d’ar brezel. E miz fever 1791, paysantet Sarzeau hag ar barreziou var dro oant deuet dija da glask evit ho komandi an aotrou Francheville, bet offiser var vor, deuet koz, goloët a c’houliou ; mœz leun a nerz hag a galoun en despet d’he oad braz.
Cetu aman darn euz eul lizer a skrive