Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/642

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 641 —

eur chouan breton d’ar republikanet kriz-ze :

« Neket evit kombati tud hor bro omp en em zastumet assamblez. Ne deo nemet evit ober deoc’h selaou hor c’hlemou disprijet ganeoc’h ken liez a veich. Na gemerit ket an oll dud iaouank evit ar brezel. C’hui lavar an enemiet a glask dont er vro. Mar teuont, ni en em zivoallo mad, ni a gombato gant kaloun. Rentit deomp da genta hon ilizou, hor beleyen mad, bet int bet atao evidomp tadou ha mignoned ; goude oll, rentit deomp-ni hor roue, rag n’ententomp ket ar republik. Ar garantez evit ar feiz hag ar guir liberte eo a gundu ac’hanomp. Selaouit hor pedennou, ha ni zeuio da veza breudeur evidoc’h. »

Ne oa ket gret a respount d’al lizer-ze : ar brezel a zeuaz goassoc’h evit kent.

Ar re zo bet ar re vella er brezel-ze eo potret ar Vendee : ho hano zo meulet ha brudet en oll broiou euz an Europa.

36*