Kathelineau, marc’hadour gloan var ar meaz, ha labourer douar, oe lakeet ganto da gommandi, ha ker mad oa en he vuhez, ha ker stard d’ar vertuz ha d’ar relijion, ma zeo bet galvet Sant an Anjou.
Leskur, denchentil a gombate assamblez gantan, oa galvet Sant ar Poitou.
Bonchamps, d’Elbee, La Rochejacquelein ha kals a dudchentil all, a gombate gant ar baysantet kalounek-ze, ho hanoiou zo skrivet e kaloun an dud vad.
Etrezo ne oa ket a gassoni enep an adversourien ; paotret ar Vendee a ouie pardoni d’ar muntrerien, beza christenien vad ha leun a gouraich er gombat. Desket o deuz d’ar bed oll peger kaer eo da eur bobl kaout eur feiz kre hag eur galoun vraz. Dalc’het o deuz pen, epad an oll revolution, d’an dud fall-ze o deuz laket da blega dindanho an nemorand euz ar Frans.
Ne oa ket pell goude maro ar roue, ma zavaz trouz etre he vourrevien ; eur rumm a felle dezo laza an oll dud pinvidik er rouantelez, eur rumm all na