c’houlennent ar maro nemet euz an dud a iliz, hag an duchentil hebken ; hag ar re-ze na glaskent ket kaout eur republik, mœs kaout Filip Orleans, leshanvet Egalite, evit beza ho roue. Ar reman a gollaz er jeu, ha neuze ne oa fin ebet d’al lazerez e Paris, hag e kals a guerriou. An amzer-ze zo galvet e gallek la Terreur, e brezounek, amzer ar spount.
E Pariz en eun devez oe dibennet eur c’harrad marc’hadourien euz a ger, tregont anezo. Eun devez all anter kant den, etrezo eun den gouiziek meurbet, an aotrou Lavoisier. Rag, emezo, ar Republik n’en deuz ket ezom a dud gouiziek. Dibennet e oe ive eun den iaouank a ree guerziou kaër, André Chénier : araok mervel a skoaz var he dal en or lavarout : m’em boa koulskoude eun dra bennag aze. Ar Republik na garie ket an dud a skiant.
Ar Vendee oa lodennet dre verouri, an eost vije lodet etre an aotrou hag ar merour ; bemdez en em gave kenvret an aotrounet hag ho verourien, ha setu tud mignonet etrezo. An eil hag egile o