evit mervel en diaveaz, ha difennomp mad hor relijion.
Deuit d’an tenn pe viot lazet, a lavare an 10 euz a viz meurs 1792 da baotret iaouank Sant-Florent, komiser ar Republik en eur diskuez dezo eur c’hanol karget a goz hernez. Guelloc’h deomp mervel emaint-hi. Eun ten kanol zo tennet var an dud iaouank kalounek-ze. Ar re-man en em daol var ar pez kanol hag a lakeont ar soudardet da gulat, a daoliou baz. En or zont en dro er ger a gavchont var ho hent, Kathelineau a dorloë he vara. Ahanta, paotret, emezan, ret eo ober ho sonj a zevri, ar pez o peuz bolc’het a renk boza kendalc’het. Ar baotret iaouank en em gelc’haz en dro dezan. « Ret eo klask an dudchentil d’hon hencha, mar hon euz kalon evelto, gouiezekoc’h int. » Kalz euz an dudchentilet-ze a renkaz hencha ar baysantet d’ar brezel, en despet dezo soken. Kathelineau oe lakeet er pen kenta, daou-ugent euz he gerent oa assamblez gantan.
Danvez an Iliz hag ar vesseliou sakr