Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/656

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 655 —

Kerjean, hag e oa var var da goll he vuhez abalamour da-ze ; mirout a reaz an danvez hag he rentaz d’an heritourien pa gavaz an tu. Donze-Verteuil, klasker tud evit ar guillotin, en doa araog furchet e peb lec’h euz ar c’hastel hag a gemeraz an arc’hanturi hag an traou preciussa. Pegen dishenvel an daou zen-ze !!

Renan Nouvel, unan euz a Blovalannek, oa lakeet er prizoun abalamour oa bet guelloc’h dezan koll he zanvez eget senti d’ar republik ; ar c’hreg Keruzek oa paket ive abalamour ma ziskueze laouenedigez pa zeue beac’h d’ar republikanet ; Joseph Sillart, abalamour en doa savelet buhez eun denchentil en eur ziskuez d’ar zoudardet he boursue an hent kontrol ; re all abalamour oa kavet varnezo kroaziou, chapeledou, hag ispicial imaichou euz ar c’halonou sakr a Jezus hag a Vari.

An aotrou Lamarzelle, euz ar Morbihan, yountr d’an depute pe kannad er gambr e Paris zo maro var ar chafault dibennet abalamour oa bet gret prizo-