nier o kombati evit ar relijion. Eur yountr all d’an aotrou-man a zo maro e Fouger, gouliet e meur a gombat evit ar feiz hag ar vro.
Arme ar republikanet oa bet trec’het ken aliez gant paotret ar Vendee, ma vanke peb tra necesser d’ar zoudardet : n’o doa na dillat, na fuzil, na guele, na boutou. Peb parrez oa neuze oblijet da fourniss d’ar republikanet ar pez a vanke dezo. Peb parrez a dlie fourniss c’huerc’h marc’h evit an arme; ma na oa ket a gezek eni, e oa red dezi prena en eur barrez all. Ouspenn-ze oa red rei kerc’h evit magadurez ar c’hezek-ze epad eur bloaz. An hini en doa eur marc’h evit he blijadur a renke hen rei d’ar republik pe autramant vije lammet digantan. Difennet oa neuze prena pe guerza fuziliou.
Ar merc’het a renke ober ar rochedou, chupennou evit ar zoudardet heb peamant ebet.
Ar c’here a dlee rei peb deg devez pemp rum boutou lær evit an arme. Ia, beac’h oa neuze var an dud ! Ouspen-