Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/66

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

reaz an oll enez en dro, hag evit diskuez he c’halloud, e touge stag euz he vrec’h eur skoet merket enhi trizek kurunen aour. Assamblez gant Arthur en em gave aliez Rivoal, pe Hoël, roue euz ar Vreiz-Armorik, hano ar vro-man. Kar tost a oa da Arthur, ho daou oant estimet dibermet evit ar gombat. Ouspenn-ze Rivoal oa brudet ive evit beza gret d’he vro lezennou mad.

En amzer-ze oa c’hoariou hag ebatou e kastel Gouel-ar-C’hoad, pe Gouel-Forest, e kichen Landerne. Eno a zeue eur veich an amzer ar roue Arthur hag an duchentilet euz ar vro, evel Tristan, mab ar c’hondt a Leon, Karadok ar vrec’h vraz, Lancelot, mab Bonigel, ar roue a Dolent. Heman a leverer, o veza kollet he dad, oa maget e gouelet eul loc’h gant Morgan ar c’horrigez. Ar rouanez Guenaran, greg Arthur ha merc’het euz ar re genta, a dremene ive er c’hastel-ze deveziou implijet en ebatou hag er c’hoariou.

Koulskoude Rivoal hag Arthur ne ankounec’heent ket ho rouantelez. Arthur en doa atao da zifen he vro enep al listri Saozon, ha galvout a ree an oll tud kalounek euz a bep lec’h en he ger a Guerleon. Ar barz Marzin a aliaz