Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/660

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 659 —

ze, kemeret oe arc’hant tud ar Finistère tost da bevar million. An hini en doa pemzek mil liur rent a dlie pea c’huerc’h kant ouspen ar guiriou. An dra-ze ne oa ket avoalc’h ; eul lezen a ordrenaz disklæria d’ar gouarnamant an oll zouar euz ar vro ; ha var al lezen-ze oa merket a dlie al labourerien hag ar vicherourien ho eost, ho frouez, ho micher d’ar gouarnamant.

Skuiza a ra eun den o kounta kement a draou trist ; na hellan ket lavaret c’hoaz pegement a boan a c’houzanve neuze al labourerien ; ar republikanet na oant ket skuiz oc’h ho merzeria. Tud divar ar meaz, a lavare ar re-ze c’hui zo re euruz o choum er ger e lec’h mont d’ar brezel evel ar re all. C’hui zo oblijet da vaga ar re a zifen ho traou ha dalc’hit sonj n’o peuz netra deoc’h oc’h unan, ho tanvez zo d’ar republik ; hi e deuz roet deoc’h ho eost : lod evidoc’h, ha lod evit ar vro ; n’ho peuz ket a vir d’he zispign evel ma blij ganeoc’h, mæz er fæçon ma plijo ganeomp. Neuze oa gret lezen ar maxi-