Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/662

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 661 —

mum ; peb hini a dlee disklæria d’ar republik an ed hag an oll draou en doa da verza. Lod ar republik oa kemeret etouez ar guella. Ar merour na helle guerza he ed er marc’had, nemet da eur pris merket dre avans. Peb ozac’h neuze a guze he ed guella ma helle, ha na felle ket mui da zen dont d’ar marc’had.

En amzer-ze an aotrou Balkon, o veza bet galvet da zont da velout eun den klan e borc’h Krozon, e tro mare kreisde, oe pedet gant tud an ty da choum da zibri ganto.

An aotrou-ze a vije aliez o rei ho sakramanchou d’an dud fidel ; guisket evel eur pesketour, ne oa ket anavezet gant an oll evit beza eur bœlek. Pa oa oc’h taol, eur plac’h iaouank a zeuaz en ty en or redek, o lavarout : Setu ar soudardet o tont da glask ar bœlek. Greg an ty a reaz d’an oll tevel, hag a lavaraz d’ar bœlek pignat en eur gabinet varlae ; digemerout a reaz mad ar soudardet hag ho c’hassaz deoc’htu da velout an ed er zolier ; kontant ma helle, en eur goll lod euz he ed, savetei buhez