ar bœlek. Evit guir, ar soudardet a brizaz an ed, hag epad ma oant oc’h ober ar pikorec, an aotrou Balkon, o veza taolet he voutou, a lammaz dre ar prenestr e meaz, hag hen o redek tram ar mor, en em guzaz prount etouez ar c’herrek.
Tri labourer euz a Loperhet n’o doa ket kasset an tri sac’had ed goulennet diganto evit ker Landerne, paket oant gant ar jendarmet, ha laosket er prizoun ken o doa roet an hanter muioc’h a ed. Digant parrez Lok-Eginer oa goulennet tregont guele. An dud a Lok-Eginer n’o doa ket gueliou euz ar seurt oa goulennet, hag e oa ret dezo pea evit ar gueliou e hostaluriou Landerne.
Ar revolution na helle ket choum a za goude eur seurt kommançamant. Distrujet oe an nemorand euz ar relijion gouzanvet beteg neuze.
Ar veleyen fall oa neuze lakeet er prizoun kouls hag ar re all. Kaer o doa goulen ho guir, ha lavarout o doa gret an oll drouk goulennet diganto, ne oant ket selaouet, hag o doa an enor