Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/670

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 669 —




EIL NOSVEZ HA TREGONT
————


Mervel ra ar veleyen er broiou pell vel merzerien
Mervel a zo eun dra c’hoero, pa varve pell pell dioc’h ar vro.

Permettit d’in choum eun neubeut da explika deoc’h miseriou hor relijion en amzer trubuliuz-ze euz ar revolution. An dud koz eveldoun-me o deuz ho guelet hag a oar ervad petra oa ; mæz an dud iaouank n’o deuz ket, ha kals anezo na ouzont doare ebet anezi, na vo ket fall dezo ho selaou hag ober reflexion varnezo. C’hui a ouezo guelloc’h pegen euruz en em gavit da veva en eun amzer a beoc’h ; ha c’hui zesko kaout kouraich da souffr, ma teufe amzer trist evel-ze c’hoaz.

Pa o doa ar veleyen nac’het ar sermant, hag e oant kasset kuit euz ho fareziou dindan boan a varo ; ho c’harantez evit ho farrossianiz, ho c’herent hag ho mignonet, ho interest evit silvidigez an dud fidel d’ar feiz, a reaz da galz anezo choum kuzet en ho zouez. Eun deiz e vijent kuzet er c’hrignoliou, er