c’hreier, er c’hoajou, etouez al land hag ar balan, er bagou, memez dindan an douar. Evel-ze an aotrou Kernaëret, Jesuist, a dremenaz kals amzer en eun toul douar, e Koray, e pelec’h a choume ive gantan eun aer hag a zeuaz da veza mignoun dezan.
Lod euz ar veleyen kuzet-ze a gemere les-hanoiou evit na vijent ket bet diskuliet ken æz, pa vijent deuet da velet tud klan. Evel-ze an aotrou Hermit, bœlek euz a eskopti Sant-Briek, oe lezhanvet Lukas ; an aotrou Malledant, ar Miliner ; an aotrou ar Jan, ar Skrivagner, etc. Pa oa ezom anezo e vije lavaret : Kass kelou d’ar miliner a zo meur a zac’had da vala e Kerhuelen. Deuz dimerc’her d’ar Vern, ha digass da zac’h ganez.
Lavar da Lukas, lousaouer mad, dont da velet va mam, a zo klan braz. E Kreac’h-ar-Vilin ez euz eul lizer da ober, ped ar skrivagner d’en em gaout eno da greiz-de. Evel-ze e vije goulennet kelou euz an aotrounet-ze, hag o fedet da zont el lec’h ma vije ezom anezo, heb rei da