Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/676

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 675 —

euz ar Frans, en amzer-ze, a zo kaer meurbet. Ar re zo bet lazet zo maro evel ma varve gueichall ar verzerien.

Pa oant lazet er prizoniou e Paris, an eskibien oa en ho zouez ho c’houraiche d’ar verzerinti ; « Trugarekaomp an Aotrou Doue, emeent, da veza roet deomp ar c’hraç da skuilla hor goad evit ar feiz, goulennomp a galoun ar berseveranç. » Pa oe kommancet al lazerez, ar veleyen a roe an absolven an eil d’egile. Neuze e vijent galvet unan da unan da zont da receo taol ar maro. Lod anezo, o c’hortoz ho zro, a lavare ho breuriel ; lod a receve ar maro en eur lavarout pedennou hag o daoulagat sarret evit sonjal e Doue hebken ; lod all a zelle gant dousder ha truez ouz ho bourrevien ; lod a zeue d’ho zro gant hast braz, ha gant joa da vervel evit Jesus-Christ. Oll e tiskuezent eun dousder hag eur vodesti vraz dign euz tud hag a zalc’h plaç Jesus-Christ var an douar. Lod euz ar veleyen-ze oa euz a Vreiz.

Neb a ia da Baris a hell guelout