c’hoaz ar roudou euz ho goad en iliz Karmes ; ar vein zo deuet guell gant al hou euz goad ar veleyen. E troad an aoter, ispicial, a veler muioc’h a roudou goad, rak pa zeuaz ar soudardet d’ho laza, ar veleyen en em dennaz d’ar santual evit tostaat euz an tabernakl, o c’hoantaat dont e kichenn an hini a greva ar re zister hag a ro kaloun da zoufr an oll boaniou.
Danton, unan euz ar re o deuz ordrenet al lazerez epad an deveziou kenta euz miz guengolo 1792, a lavare en eun doare divergont : « N’oun ket nec’het da veza gret an torfet-ze. Ret oa d’ar Republik diskuez he galloud. Ni republikanet on deuz entannet koler ar bobl evit ma lazfe he enebourien. »
Enebourien ar bobl, hervez Danton hag he gonsortet, oa beleyen (ar veleyen zo er c’hontrol guir vignonet ar bopl) mec’het, prisounerien maleüruz. Hag ar Frans en deuz gouzanvet beza renet gant an tri-ze : Danton, Marat ha Robespierre,
N’euz forz e pe lec’h euz a Franç euz
38*