Da vouel ar Pentekost, em euz klevet gant tud koz, e teuaz ar bœlek assermantet da offerenni e Krozon. An dud fidel oa o c’hedal an offeren-bred ebarz ar vered en dro d’an iliz ; an aotrou Meilars, kure Krozon hag eun den a skiant vraz hag a galoun, a zeuaz etouez ar baysantet en eur lavaret : « An offeren vo lavaret aman bremaik, vo eun offeren sakrilaich ; katholiket fidel, heuliit ac’hanomp ; neb a gar Jesus, d’am heul ! » An oll dud presant hen heuliaz raktal beteg chapel Sant-Sebastien da eur c’hart leo euz ar vorc’h ; re vihan voa ar chapel evit ar barrossianis, kals a glevaz an offeren er meaz.
2 Gouere 1791. — D’an eil euz a viz gouere 1791, oe ordrenet en eskopti Kerne sarra an ilizou abarz pedir heur varnugent, kass ar veleyen er prizoun e Brest, ha diskulia an dud a zinac’he lakaat badeza ho bugale gant beleyen an nation.
Bete neuze ar veleyen choumet er vro a veve kalz anezo e peoc’h etouez ho zud hag ho mignonet, ha na vijent eskinet nemet el lec’h ma oa ar goassa citoyanet.