Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/684

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 683 —

26 Eost 1792. — Mœz d’ar c’huerc’h varnugent euz a viz eost 1792, oa douget eul lezen evit ober d’ar veleyen kuitaat ho departamant abarz pemzek-de hag ar rouantelez aben eur miz, dindan poaniou kalet. Neuze oa ret d’ar veleyen mont kuit pe en em guza mad ; ha peb hini a reaz he gimiad d’he vro. Meur a veich euz bet guelet tud koz o vouela en eur gana c’hoaz kimiadou ho beleyen, gant ar sonj euz ar poaniou o doa gouzanvet. Biken na hellin disonjeal hor glac’har hag hor tristidigez pa oe klevet an aotrounet oc’h ober ho c’himiad, er zul kenta a viz guengolo, ha pa oe guelet an eil sul ne oa offiç ebet e neb lec’h.

Beteg hen ar veleyen choumet er parreziou a sakramante an dud fidel en ho zyez, hag a lavare eno an offeren ; mœz e miz guengolo ne oa mui moyen. Kals a dud vad en em lakeaz neuze en danjer da goll ho buhez hag ho madou en eur guza en ho zyez ar veleyen choumet er vro.

En amzeriou truezuz-ze e teuaz eur bœlek en eur c’harter euz ar ger a Boatie