Pajenn:Anna Vezmeur - Istor Breiz, 1893.djvu/686

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 685 —

hag e chomaz eno epad an dispac’h. Pell oa ne oa ket offerennet eno koulz hag er Frans en he bez. Pa lavaraz ar bœlek-man he offeren e kuz etouez eur vanden tud fidel, goude ar gorreou oe klevet an dud paour-ze rannet ho c’halonou, o vouela forz hag o ioual : O Jesus, chomit-ta ganeomp, rak pell-zo n’oc’h ket bet diskennet en hon touez ! Pebez ran-galon hag a spont en holl vro neuze !!

Sonjit, va zud vad, en traou trist a zigouezaz neuze e kement parrez a oe e Breiz. Sellit o tont er meaz euz he brespital an den koz-ze a bemzek vloaz ha triugent, an aotrou Betaux, person Konkoret, er Morbihan, den leun a gouraich hag a skiant ; assamblez gantan he dri gure, eur bœlek all hag eun abat iaouank. He galon a zo treuzet gant ar glac’har ; fiout a ra he barrez en aotrou Guillotin, a n’em zalc’he kuzet er barrez-ze, hag a ro dezan eur mean sakr benniget gantan. Sellout a ra eur veich c’hoaz euz he iliz, poan a ra dezan kuitaat. En despet d’ar garantez vraz en